Ur rekour ouzhpenn evit kraou-moc'h an avel-vor 'ba Landunvez
Ur bloaz ouhzpenn evit lakaat Avel vor hervez ar reolennoù ! E penn kentañ ar bloaz ‘oa bet divizet gant barnerien lez-varn melestradurel Roazhon ur prantad da gempenn ar studiadenn war an efedoù zo gant ar c’hraoù moc’h bras divent… Hervezo eo diboell ar studiadenn… Perc’henn an Avel vor ‘neus kresket meur a wech e stal hep kaout an aotre. Ha bep tro ‘vez reizhekaet gant prefeti Penn-ar-Bed al labourioù zo bet graet ‘maez lezenn. E 2016 ‘oa bet kadarnaet ur c’hresk eus 8000 porc’hell da 12 000. C’hwerv eo an izili eus ar stroll « Stoppons l’extension »… En o-mesk Sophie Guezenneg zo ezelez eus Greepeace. Hiroc’h ‘neus laret da Erwan Blanchard.